Da
zek hanter e oa hor c'henskriverienn o dont da gerc'hat ac'hanomp
evit ober un droiad e N.Y. Setu perak e oa dav deomp en em prientiñ,
renkañ an dizurzh en hol dafar. Evit kuitaat al leti.
War-lec'h an dijuni, chomet omp bet en hon kambr. Evit sellet ouzh ar
skinwell, peotramant selaou ar skingomz. Kavet eo bet ganeomp ur
radio un tammig evel Fun-Radio (met n'eo ket gwall fun seurt Radioù
n'eus ket sonerezh a feson, ne oa nemet evit ar fent)...
25
eo bez e vint aze a-benn pemp munutenn ; hopala kuitaet e vez ar
c'hambr fonnus ken ken ha laosket e vez hor seier tal-kichen d'ar
sal-drebiñ . Ha pemp munutenn war-lec'h piv vez gwelet .... Alle
deoc'h da gavout ;)
..... N'ho peus ket kavet Christie an hini eo ; o paouez treuziñ toull an nor. Deomp dezhi. Ar seier er c'hoffr ha demp da weladenniñ N.Y !
..... N'ho peus ket kavet Christie an hini eo ; o paouez treuziñ toull an nor. Deomp dezhi. Ar seier er c'hoffr ha demp da weladenniñ N.Y !
Re
fiskal eo gwelet an holl kenskriverienn war-lec'h ur vloavezh eskemm
dre ar gennrouedad.... Seblantout a ra an holl bezañ eürus, d'en em
gavout en-dro.... Laouenn on ivez da adkavout ma c'hrenskriver
Adam... Komzet hon eus un tammig, traoù boutin : «In Wich class are
you now... so and so... Qu'est-ce que tu voudrais faire plus
tard....»
An
dra gentañ bet gwelet ganeomp a vije Delwenn ar Frankiz, aet e oamp
war ur vag evit an douristed, un tammig goude Enez Ellis... Gast pa
vez gwelet-se eo iskis soñjal ez eus bet milliadoù ha milliadoù a
dud o tremenn dre an enezenn-se gant ar soñj tizhout ul live bevañ
uheloc'h. Ha ni da zont da welet anezhi a-bell evel tourist. Piv oar,
tremenet eo marteze un den eus ma familh du-se peotramant unan diouzh
ho familh (c'hwi a vez o lenn)...
The "M.E.T" : http://www.metmuseum.org/ |
Siwazh
amzer deomp ober un droaid bihan a oa ganeomp, un eurvezh evit gwelet
petra un tamm boultrenn d'eus pep-diskouezadeg a vije ennañ...
Ur RAZ-KOAD : e kreiz N.Y digredabl ! |
Raah, paket omp bet fall gant ar bouchonnioù... 1eurvezh hanter kollet enno, pa vez tomm tomm er c'harr-boutin n'eo ket gwall saourus. Ijinit 'ta n'eus ket tu digeriñ ar brinistri dre ma n'eus ket !
Mes me vefe bet dioute e vefe bet gwasoc'h c'hoazh, an aer du-se a zo pounner ken tomm eo. Kroget eo ar c'hoarioù kartoù e foñs ar c'harr-boutin, evit lakaat an amzer da dremenn buanoc'h... C'hoarzhadennoù e-leizh dre ma 'z eo rediet un den bennak mont war pevar fav evit kaout un daol.
War-lec'h
pevar eurvezh karr-boutin ez eo riñset an holl, met ur startijenn a
zeu en-dro deomp pa welomp ar bannel «WOODSTOCK» skrivet warnañ...
En em gavet omp, resevet omp gant an aotroù maer kozh JEFF MORAN. Un gerig
bihan diouzh an daou du, ar profoù roet (T-SHIRT, Skritell,....).
HAG AR POUEZHUSAÑ evit ar fin peadra da zebriñ : PIZZA ! Yep, yep, yep ; na pegen lipous e oant...
HAG AR POUEZHUSAÑ evit ar fin peadra da zebriñ : PIZZA ! Yep, yep, yep ; na pegen lipous e oant...
War-lec'h
bezañ bet drebet e gejan ouzh mamm Adam, ha mont a ran d'o zi.... En
em staliañ a ran buan ha buan.... Evit mont da gousket. Ken skuizhus eo
bet an daou zevezh kentañ, n'em eus ket gortozet pell...
Aucun commentaire:
Enregistrer un commentaire