Salud deoc'h holl !
Loc'het hon eus Brest da vare an dijuni
(7e 30), evit en em gavout e Bariz da 8e 50 (hervez ar bilhed).
Koulskoude arruet omp abretoc'h.
Waouh na pegen iskis eo ar santad da
gaout ar stomog en hor treid. Pa za ar c'harr-nij kuit diwar al leur.
(Ar wech kentañ da Rozenn,
Helena ha me da gemer al «labous-houarn»). Ha n'eo ket ar c'harr
-nij nemetañ hon eus da dapout. Tri 'zo raktreset. Evit ur wezh
kentañ 'eo ket gwall fall ;). Ha c'hoazh gwech kentañ d'un nebeut
deus ar strollad leuskel war o lec'h ar C'hevandir-Kozh.
Chommet
omp bammet, sabatuet, hon daoulagad troet war-zu ar brenestr en ur
welet ur «meurvor», gwall iskis met ur meurvor memestra. Ur Meurvor
Koumoul an hini e oa. Soñ jet em eus e vefe brav mont da gousket
enno pa m'eus gwelet unan e stumm ur goubenner. Pep-tra a oa brav
diouzh an oabl. Ha bihan war ar memes-tro.
Drebet
eo bet ganeomp ur vrav a zijuniñ : Ur Bara-Chok, evit pep hini !!!
Na
pegen dous ha gleb e oa.
Pa
'z eo kroget ar c'harr-nij da zisken, eo bet soñjet gant un nebeut
diouzomp «Dija, gast a amzer tremen a ra fonnus kenañ». N'ouzon
ket penaos o deus graet ar vlenerienn, en em gavet omp e Pariz gant
25mn lañs (8e50-25 = ? ... deoc'h da gavout ;) ).
An
eil karr-nij hon eus bet da dapout a oa da deir nemet kard
goude-merenn. Pemp eurvezh da c'hortoz hep ober netra... NA PEGEN HIR
EO !!! Erusamanant evidomp e veze ganeomp un den anvet Kaorintin
Korneg. Ur strobinneler an hini eo gant e farsadennoù (brein) ez eus
bet tu lakaat ar bemp eurvezh da dremen... A-mod-se KLAK...
Ne
oa ket kreisteiz c'hoazh pa oa bet prennet ha drebet boued brein un
aerborzh. Sonjet em eus kalz d'ar voued bet prennet a ratozh-ker
evit ar veaj ha dilezet er c'harr-tan a-raok en em enskrivañ ; evit
ar veaj kentañ... :')
Pa
'z eus bet tu kas hon seier d'ar vekanik a lonke anezho, hon eus bet
graet. Me paket hon bet un tamm fall... N'on ket evit c'houzañv un
disparti ken bras a-se ijinit 'ta. Ma sac'h a zo oc'h euliañ
ac'hanon abaoe daou vloaz e pop lec'h lonket gant un euzvill gant
genou ken bras e c'helfen bezañ lonket me ivez. Ha berniet gant
seier all ne anavez ket... Kaoc'h kwoa !
An
holl n'int ket evit anavezout René La Taupe a ya meaz, diouzh ar
blog evit mont da selaou-se war YOUTUBE peotramant war DEEZER (un
tamm bruderezh n'eo ket fall evit ar yec'hed) . Kaorintin n'eus bet
ur mennozh ken speredek en deus bet lakaet ar ganaouenn-mañ... N'on
ket evit padout ken ; na ma nervennoù keneubeut (T'es si mignon
mignon mignon mais gros gros gros...GRRR.... RAH DEUET ON DA VEZAÑ
FOLL). !
http://www.youtube.com/watch?v=24pUKRQt7fk
http://www.youtube.com/watch?v=24pUKRQt7fk
Setu
neuze en em gavet emaomp en eil karr-nij. N'eo ket un dra Aer-Frañs
ha merzhet e vez diouzhtu. Met un dra Iberria (erusamant evidon e
vije ur gouriz peogwir... ) hag ar gwasañ dav e oa paeañ evit kaout
an disterañ-tra. Hogen digoust e vije an dour. Alle bep a vane evit
ar strollad a-bezh.
Dre
ar brenestr, koumoul (bof) ordin eo deuet da vout. Moarvat ar santad
a zo c'hoazh ken plijus da gaout «la tête dans les nuages» ha
dreist-holl bez e c'hellomp soñjal, huñvreal war ar pezh hon eus
c'hoant gwelout, dizoloeiñ hag all.
Setu
en em gavet omp e Madrid war lec'h div eurvezh karr-nij. Amzer
a-walc'h hon eus bet evit huñvreal, ha komz un tammig memestra....
Waouh na pegen tomm e oa an aer pa 'z eo bet digoret an nor... Ken
sec'h ez e oa an amzer hon eus bet sec'hed diouzhtu, ar re vihan evel
ar re vras... N'ez eus ket bet kalz a amzer da c'hortoz en aerborzh,
amzer deomp pakout un tren-buzug evit en em gavout el lec'h-vat,
tapout ur vanne dour fresk ken ken ha hop bez e oamp er c'harr-nij
Ramzel ; a gasfe ac'hanomp d'ar Stadoù-Unanet. (Ta Ta Ta Di Din....)
Ur
wech ouzhpenn, on kouezet e-kichen Rozenn. Hag hi da vezañ adare
e-kichen d'ar brenestr... Nag a chañs a vez ganti !!! Ar pezh a
gavan farsus ez eo bet drebet div wezh da Eizh eur noz.... met pebez
boued lipous (farsal a ran n'eo ket gwall iskis ez e vefe kement a
wallzarvoudoù gant ar c'hirri-nij hum-hum)... Chommet omp da selet
ouzh filmoù kiniget deomp gant ar gevredigezh, pe an dibab a oa
kousket bep a vare peotramant sellout ouzh filmoù war an urzhiataer
; pe c'hoazh selaou sonerezh... Koulskoude eizh eurvezh azezet a
chomm diaes da c'houzañv dreistholl evit an divc'harr..
D'ur
mare bennak eo bet roet deomp ur baper da leuniañ. Hogen roud ebet
diouzh seurt goulennoù :
«Ha
deuet oc'h evit lazhañ an aotroù Prezidant/ Ha Kommunour
emaoc'h»... Torret eo ar vojenn !!!
War-lec'h
ar baper da leuniañ eo deuet primm a-walc'h an douaridigezh. N'omp
ket chommet da straniñ.... Heu dreist-holl ar vlenier n'eus ket
gortozet evit goulenn diganeomp ma hon doa c'hoant arruout pe get....
Ya' vat ne rae nemet unnek eurvezh en transportoù nij ; gant eizh
eurvezh beaj dizehan.... Graillet e oamp, skuizh/ riñset ; rasket
veze hon holl startijenn. Lod n'o doa ket kousket e-pad ar veaj
brasañ.
Ken
skuizh e oamp ni, ez e oamp kroget da gavout an amzer hirr. M'ho pije
gwelet penaos e vije al lost evit tremenn er Stadoù-Unanet. Gortozet
eo bet ganeomp muioc'h evit un hanter-eurvezh evit kaout an tamm
eskemm-se :
-Hi
- - Hello, how are you ?
- There it is
- Ok thank, may you put your rights fingers on te machine please, thumb, left hand, Thumb... OK everithing is good.... Tchlak !!! (on the passeport) Welcome to the United-States....
- Thanks bye -Bye : Next.....
Have
you got your ticket and your passport, please....
ha
goude-se an tamm paper bet leuniet er c'harr-nij vije roet d'un den
war lec'h bezañ paket ar seier en-dro.
Gwech
kentañ deomp gwelet N.Y glav a rae. Just trawalc'h evit lakaat ur
vreizhat da soñjal en e vro... Teuc'h, teuc'h an aer a zo saotret
evel hini Pariz pa n'eo gwasoc'h c'hoazh. War lec'h ur frapadig amzer
kollet en tren buzug hon eus paket ur c'harr-boutin da feurmiñ evit
mont d'al leti...
N'eo
nemet war-dro hanternoz omp degouezhet.... En em staliet omp just
war- lec'h bezañ bet paket bep a alc'hwezh evit pep strollad pevar
den pe war-dro..... Kousket em eus e memes kambr evit Kôme ha
Kaorintin; ha kousket hon eus mat a-walc'h ma ne vefe ket bet ur
vekanik aer-fresk e vefe bet gwelloc'h. Dihunet omp bet an tri
war-dro 6eur. An heol a oa o lipat ar ridozhioù ha tremen a rae ur
vanne heol dre zidan.... Amzer deomp kemer bep a strikadenn gant pep
hini ; hop an dijuni ha prest evit andevezh kentañ er Stadoù-Unanet,
resisoc'h er Stad New-York, e New-York ha Woodstock.... Met-se a zo
un afer-all alle kenavo mignoned kaer. NOZ VAT DEOC'H HOLL.
Aucun commentaire:
Enregistrer un commentaire